Izili hag ez-izili
|
Strollad Komunour India (Maoour) (e saozneg: Communist Party of India (Maoist)) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en India e d'an 21 a viz Gwengolo 2004 pa gendeuzas Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl gant ar Greizenn Komunour Maoour, bet dilennet penn Brezel ar Bobl, Muppala Lakshmana Rao (lesanvet "Ganapati") da Sekretour-Meur ar Strollad nevez-krouet.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA).
Stourm a ra Strollad Komunour India (Maoour) dre guzh evit kas da benn brezel ar bobl ha dindan e veli emañ takadoù eus Jharkhand hag Andhra Pradesh ha staliet emañ ivez e Bihar hag en takadoù enne meuriadoù ouzh ar bevennoù e Chhattisgarh, Maharashtra, Kornôg Bengal hag Orissa. Pal ar Strollad eo kreñvaat e c'halloud war an takadoù-se evit krouiñ un takad dispac'hel stank a dalvezefe da diazez evit ledanaat brezl ar bobl dre India a-bezh.
Da geñver kendeuzadenn ar daou Strollad e oa bet kendeuzet ivez bp o c'hevrenn armet, d.l.e. "Arme Guerilla ar Bobl" (People's Liberation Guerrilla Army), kevrenn armet Brezel ar Bobl ha "Nerzh Difenn Ruz" (Lal Raskha Dal), kevrenn armet ar gKKM), ha diwar ar gendeuzadenn-se e oa bet krouet "Arme Guerilla Dieubidigezh ar Bobl" (People's Liberation Guerrilla Army), bodet ennañ tro-dro da 9.000-10.000 den, gante 6.500 a armoù.
Lakaet eo bet ar Strollad da sponterion gant Gouarnamant india ha harzhet eo bet izili 'zo. Hag e lec'hioù 'zo eo bet krouet bodadoù, peuliesañ roet lañs dezhe ha skoazellet war-eeun gant ar stad, o stourm a-enep d'ar strolladoù maoour.
Krouet ez eus bet meur a dalbenn ledan a lec'h da lec'h gant ar Strollad evit stourm war tachennoù resis, en o zouez:
Andhra Pradesh
Bihar
Madhya Pradesh
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search